Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —

ze ; mes ar pred ne bade ket pell. Diou gentel c’hoaz, unan var daolen ar bed, pe ar geografi ; heben var ar prezek saoz, ha chetu great ann devez labour. Seiz heur a zon, hag Herri en em gav e kreiz he dud da zibri koan. Ha goude koan, epad ma’z a ann dud roeal d’ar zall-veur, petra ra ann Duk a Vourdel ? Dousaat tristidigez he dud, dre he c’hoariou hag he veoder ; ober kant goulenn divar benn Bro-C’hall ; kestal evit he beorien choumet var he lerc’h eno, hag evit peorien Edimbourg, pere en em erbede alies da vugale Sant-Loeiz, mad ha trugarezuz e pep leac’h ; striva gant he c’hoar, da c’houzout piou a raje mui a blijadur d’ho zad koz meurbed doujet, d’ho eontr ha d’ho moereb, evit ober d’ezho ankounnc’haat ho stad enkrezuz, eur pennadik da vihana. Chetu penaoz e tremene Herri ann heur ziveza euz he zervez. Neuze eun tammik levenez, evel eur bann-heol dilammet a dreuz d’ar c’houmoul tenval, a bare var dal ar roue koz, stouet d’ann douar peurliesa gand he venosiou trist. O welout o tigeri, evel ar bleun nevez, spered kaer he vab bihan ; o klevout euz a c’henou ann aotron Barand he-unan peger buhan e teske ; o lenn e barz ar galounik iaouank-se evel enn eur feunteun sioul ha skler, hag o welout ne zave eno nemet sonjou nobl, hag ioulou huel, ar Roue koz, kollet he gurunen gant-han, a gave c’hoaz en devoa da drugarekaat Doue enn he walleur. He zaouarn en em astenne da venniga mab ha merc’h ann Duk a Verri, pere a rea d’ezhan eur joa ken dudiuz, hag he galoun a lavare d’ezhi he-unan da bep mare : « Bro-C’hall a ouezo eun devez, petra ’dall va mab bihan. » Da