Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —

fesonn da vera eur marc’h. Houn-nez a oa he gentel muia-karet. En em rei a rea d’ezhi gand eun herder hag eun hardisiegez da ober aoun avechou d’ar re a vije o sellet out-han.

Warlerc’h ar varc’hegiez e teue ar c’henteliou all da rei ners guender hag ijin d’ann izili, ho gervel a reer c’hoariou gimnastik. Pa oa Herri e Paris, var vammen ar chans-vad, e oe savet evit-han enn eul leac’h hanvet Trokadero, kement a oa red evit ar c’henteliou-ze. Ama eur wezen a zalc’h leac’h d’ar pez-ijin a oa e Trokadero ; hag eur waz e kreiz eur prad, a zo da lammout dreist-hi. Eul leor, eur wareg eur gurunen lore a zalc’h leac’h da brizou braz Sant-Kloud ; n’euz fors, ann dalvoudegez ne ra netra, ar gounit a ra holl ; hag ama evel e Sant-Kloud, Herri a vez peurvuia trec’h d’he gamaraded iaouank.

Goude-ze e teue ann dennadek pistolen. Adalek he unnek vloaz Herri a ioa eur gwall denner. Goude kentel ar varc’hegiez, ar gentel-ma a oa ann hini da behini en em roe gant mui a dan. Eun den iaouank euz a Vro-Zaoz, bet och he welet er bloaz 1831, a lavare penaoz he vestr-tenner, ann aotrou Delavillat, a renke alies stleja he skolaer d’ar gear pa vije deut ar mare da vont kuit. « C’hoaz eunn taolik, aotrou Lavillat, eme ar c’hrouadur, oc’h he vriata, ann diveza e vezo, ma n’her mankann ket. Paon !... Chetu hen manket ! Na helleur ket echui er c’hiz-se ; o nann ! Ann taolik ma c’hoaz, ha kredit ne vankinn ket » ha ne vanke ket. Ha neuze e teue d’ar gear rubin ha laouen.

Mare ar vern-vihan a zigoueze e kreiz ar c’hoariou--