Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —

Eur weach all e c’houlennaz digan-en ma oann bet o welout ti ann armou e Loundrez ! « Bet ounn, eme-ve, hogen Prins, mar d-it di eun devez, c’houi ho pezo poan galoun o welout eno daou ganol euz a Vro-C’hall. — Kanoliou gall ! — Ia, va Frins, daou ganol kemeret var-n-omp e emgann Crécy. — Ne fell ket d’in ho gwelout ! ne d’inn ket da di ann armou e Loundrez. Hogen mar bez brezel, ha ma kar ar zaozon digas hor c’hanoliou gant-ho, ni ho c’hemero endro, ha neket-’ta, ni ho c’hemero endro. »

Chetu aze ar c’hrouadur a zo bet harluet euz he vro da zek vloaz ! Mab Bro-C’hall a zo deut da veza bugel ann harlu ! Ar re ho deuz he gaset kuit, ho deuz gallet bruzuna ar gurunen var he dal ; met eun dra en deuz bet digant Doue ha na oufent bikenn da lemel digant-han, ar galoun C’hall-ze deuet gant-han var ann douar, hag a choumo enn he greiz keit ha ma vervo eur veraden c’hoad enn he wazied. »

Ann Aotrou De Conny, evel hon euz lavaret, a ioa