Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —

Roue a oa en em dennet da Rambouillet gand he c’hward roeal hag ann nebeudik soudarded choumet feal d’ezhan. Dija eur rumm kannaded ha gant-ho ann aotrou Tiers, ho doa great eur skrid-embann da lakaat Loeiz Felep, Duk a Orleann, da Letanant Braz var ar rouantelez. Ar re furra euz ar gannaded a felle d’ezho bepred distrei da Charles X, gant ma roje he c’her da zerc’hel lezennou ar rouantelez ; lod all a c’houlenne en divije ar Roue great dilez euz he gurunen e kenver ann Duk a Vourdel ; La Fit a gomze lakaat Loeiz Felep da Roue. D’ann divez en em glevjont da genniga da Loeiz Felep ar garg a Letanant braz euz ar rouantelez. Loeiz Felep a gemer ar garg-se, var ali Talleirand eskop torret, ha neuze eo e lavaraz ar Prins-se ar gomz-ma ker brudet a c’houdevez : « Hiviziken ar vamm-lezen a vezo eur wirionez. » Mont a ra gand ar gannaded ha pennou ann dispac’h d’ann ti-kear, hag eno La Faiett, oc’h he ziskouez d’ar bobl, a lavaraz : « N’oufemp ket kaout gwelloc’h republik eget he-ma. » D’ann deiz kenta a viz eost Charles X he-unan a hanvaz ann Duk a Orlean Letanand Braz ar rouantelez, hag a lavaraz d’ezhan digerri ann diou gambr a-benn ann dri, ha pourvei ar gwella ma hellje da ezommou kenta ar vro. Antronoz Charles X hag ann Duk a Angoulem a reaz ann dilez euz ar gurunen e kenver ann Duk a Vourdel. Ha var gement-se Charles X a skrivaz al lizer-ma d’ann Duk a Orleann :

« Va c’henderv,

« Evel Letanand Braz ar rouantelez, ho pezo da ziskleria d’ar Fransizien eo Herri V ho Roue.