Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —

lavaret mad, ne oa nemet ar gwarded Suis hag a denne da vad var ann dispac'herien ; ha kouskoude d’ann devez kenta, eiz var-n-ugent a c’houere, e oe dare d’ezho beza bet trec’h d’ar Barizianed. Evid ar re-ma, n’oufer ket lavarout peger kriz en em ziskouezjont e kenver ar zoudarded, dreist pep tra ar c’hos krenn-baotred. Gwelet ez euz bet unan euz ar re-man o vont da gavout eun offisour, diou bislolen kuzet enn he c’hodellou ; hag erru beteg enn-han, hel laz var al lec’h, dre dreitourez. Souezet eo ann den o welout c’hoaz peger buhan ha pegen eaz e oe kemeret gand al livastred-se daou balez hor rouaned, al Louvr hag ann Teoleri. Eur paotr a c’houezek vloaz a bignaz dreist ar porastel e palez al Louvr hag a zigoraz ann or d’ar re all. M’ho lez da sonjal pet laeronsi pet dismeganz a oe great eno neuze ; da beurachui ho reuz e lekejont eur c’horf maro var dron ar Roue.

Koulzkoude daou Ber a-frans ann Aotrou Dargout hag ann Aotrou Semonvill a glask dre ma hellout ober eur gevredigez bennak etre ar Roue ha La Faiet ; da gement mad a lavarent, hema na responte nemet ar gomz ma : Re zivezad eo ! Mes, eme ann Aotrou Dargout, ar Roue, kerkent ha ma en deuz anavezet ar wirionez, en deuz en em hastet da lemel he c’hourc’hemennou, ha da derri he Vinistred ; henvel a ra enn ho lec’h aotronez Mortemart, Kazimir Perier ha Gerard. — Lafaiett a ra van da c’houlenn kuzul digand ar re a zo enn dro d’ezhan hag a respont evel ken : « Re zivezad eo, n’euz mui leac’h d’en em glevout. »

Diwar neuze ec’h ehanaz ar brezel e Paris. Ar