Lakaat a reot ar skrid-embann a gement-se etre daouarn kannaded ar rouaned all e Paris, ha rei a reot d’in da anaout, kenta ma hellot, eo bet kemeret va mab bihan da Roue. »
Ann diou gamhr a zigoraz d’ann dri ; ha dilez Charles X hag hini ann Duk a Angoulem e kenver ann Duk a Vourdel a zo skrivet var diellou ar rouantelez, ha sinet gant ann Duk a Orleann ha gant ar pennou all euz ar c’houarnamant pere ho doa gwir d’hen ober. Anzao a rejont eta Herri V evit Roue.
La Faiett o welout e kemere ann traou eun dro fall evit he Republik, a gas c’houec’h mil den da Rambouillet var lerc’h Charles X. Ar c’houec’h mil harros-se ne oant ket eur skopaden da c’hward ar Roue ; mes Charles X a bleg da ioul Doue ; difenn a ra tenna ; en em glevout a ra gant tud ar c’houarnamant nevez, hag ober a ra he zonj da guitaat evit ann deirved gweach rouantelez he Dud koz.
D’ar c’houec’h a viz eost, Berard a c’houlenn, e kambr ar gannaded, ma vezo asgreat ar vamm-lezen, ha lekeat Loeiz-Felep var ann tron. Antronoz e oe poezet ar goulenn-ze ha kavet mad. Daou-c’hant naontek kannad a roaz ho mouesiou evit-se. Kentis, hep gortoz grat-vad na mouez kambr ar Pared, ar gannaded a ieaz d’ar palez-roeal, ha Laffitt a lennaz da Loeiz-Felep mennoz kambr ar gannaded. Loeiz-Felep a vriata Laffitt, en em daol etre divrec’h La Faiett, hag ann holl da grial : Bevet ar roue !
Mes e kambr ar pared ann traou na gerzent ket ker buhan. Ann aotrou Chateaubriand a ziskouezaz eno « e oa ar gurunen d’ann Duk a Vourdel ; ha mar boa