Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —

d’ezho, kemer a reaz da vinistred tud zo ken euz ar memes menosiou gant-ho, ha na c’hounezaz netra, ar c’hlemmou, ann tamalou, ar geier a ie bepred var gresk. Var ar fin, a Roue keaz a vennaz skei eun taol kre, enn eur zougen pevar gourc’hemen hag a henvele beza kountrol d’ar Vamm-lezen (la Charte), hag eno hep ken eo bet faziet.

Ar rumm ministred choazet gant Charles X d’ann taol diveza, ha var-ben pere edo ann Aotrou Polignac, a lekeaz al liberaled da grial forz. Hanad a oa, var ho meno, e felle d’ar Roue terri ar c’houarnamant konstitusionel, pa gemere da guzulierien tud hag a oa bet a viskoaz enebourien touet da eun hevelep gouarnanamant. Ann trouz hag ar safar a rejont a daolaz difizianz hag aoun memes etouez ar gwella fransizien. Kambr ar gannaded, da lavarout eo daou c’hant unan-varn-ugent kannad enep kant unan ha pevar-ugent, a ziskleriaz d’ar Roue ne oa ket a unvaniez etre ar gambr hag he vinistred. Ar roue, pehini e gwirionez ne glaske nemet ober evid ar gwella, ha ren hervez lezen ar vro, o sonjal e oa ann enebiez-se euz a berz ar gambr eun taol great c’hoaz gand al liberaled, a respontaz : Na zistroinn bikenn var ar pez am euz great. Hag eleac’h kemeret ministred all ar gambr eo ann hini a dorraz.

Neuze ar Roue a skrivaz he-unan eul lizer d’ann oll Fransizien, evit esaat ho difasia, hag ho zenna diouc’h ann difisianz hag ann aoun-ze hadet enn ho zouez gant tud fall ; lavarout a reaz gronz e felle d’ezhan kenderc’hel a grenn ar vamm-lezen... Poan gollet, he gomzou a zo troet da fall gand al libe-