Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —

bet ker braz ebars ar vro hervez testeni al liberaled ho-unan. « Anzavomp, eme Benjamin Constant, ne ket bet morse Bro-C’hall dieupoc'h, na frankoc’h var-n-ezhi eget ne d-eo hirio. »

Gant kemend a vadelez, a furnez hag a enor euz a berz ar Vourboned, perak eta eo bet savet etre ar bobl hag hi ? Ar bobl a zo bet troumplet, netra ken ! Tud fallakr a droe da zrouk kement mad a rea ar Vourboned, hag ar bobl en deuz kredet d’ezho.

Pa viraz ar Vourboned na vije rannet, na vije boulc’het zo ken rouantelez ho zud koz, ann dud fall a lavare d’ar bobl : Digaset int da vistri var-n-hoc’h gand ar brinsed a ziaveaz, ha paet mad ho deuz ar re-ma, o lezel gant-ho ar broiou braz gounezet gant Bonnapart ha staget ouz rouantelez Frans. Ec’hiz pa n’ho divije ket ar brinsed unanet kemered enn dro ar broiou-se, abarz digouezout gant Paris !

Pa zave ar Vourboned rouantelez Gresia, pa dennent a Roue Ferdinand euz he brizoun, ann dud fall a lavare d’ar bobl, ne reant kement-se nemed dre urz ar Rouaned all, hag evel mevellou d’ezho ; ne reant kement-se nemed evit kreski niver ar Rouaned ha gwaska mui-oc’h-mui ar bobl.

Na var brezel Aljer, pet tra n’ho deus hi ket lavaret evit mirout na vije great, ha pa oe digouezet ar c’helou euz hor gounid burzuduz eno, pet gaou na embannent-hi ket evit mastari hor gloar. Pobl a Frans, pobl re gredik, chetu petra ho deuz great hoc’h alvokaded var ho meno, evit koll ho rouaned. Oc’h ho c’hlevout, Charles X na rea mui netra vad. Chench a reaz ministred teir pe bedeir gwech da glask plijout