Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —

riou ar vro enn diaveaz a oa direbec’h, hervez ma ho deuz hen anzavet abaoue ho brasa enebourien. E mil eiz kant pemzek, pa gouezaz Napoleon Bonnapart, ar Vourboned a zistroaz divar hor bro ar brasa gwalleuriou. Ar brinsed unanet enn hon enep a oa deuet bete Paris. Treac’h d’eomp ar wech-se siouaz, e komzent huel. Ho dorn var galoun hor bro, ha taol chanz ar Vourboned eo a viraz na oe neuze rannet ar rouantelez etre-z-ho, evel ma felle d’ar Zaozoun he ober. Ker kent ha ma oa great ar peoc’h, Loeiz XVIII a gemeraz he renk evel he dud koz var ben oll roueed ar bed, ha Charles X var he lerc’h en deuz great ar memes tra. Gant budjet ar vro, pehini na dremenaz morse 900 million, ha pehini a ia hirio da zaou milliard. Ar Vourboned a baeaz d’ar brinsed unanet ho dic’haou brezel, d’ann noblans ho dic’haou danvez, hag aozet ilizou braz ar vro war bere e oa choumet bete neuze roudou heuzuz daouarn ar Republik.

Gand ho 900 million, ar Vourboned a ziframmaz ar Gresianed a zindan mestrouniez garo ann Turked, hag a zavaz eur rouantelez evit-ho. Tenna a rejont bro Spagn a dre daouarn he dispac’herien, ha lakaat a rejont var he dron ar Roue Ferdinand, taolet gant-ho enn eur prizoun-vrezel. Aljer a zo kemeret, dispignou ar brezel a zo paeet, ha tenzor ar rouantelez a ie bepred var gresk. Enn hevelep fesoun ma kennigas ar Ministr d’ar c’hamprou ann arc’hant a oa re, evit ober dre ar Vro henc’hou braz nevez, ha kaniou e leac’h ma oa ezomm. Great ho divije hep kresk ebed var ar gwiriou, ann holl labourou hon euz paeet a c’houdevez ken ker. E fead frankiz pe liberte, biskoaz ne oa