Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —


D’ann nao a viz gouere, ann devez ma oe klevet e Paris e oa kemeret ar gear a Alger gand ar C’hallaoued ann Duk a Vourdel a c’houlennaz ober eun tan-ijin. Charles X a zigouezaz var dro eiz heur, ha rejimant ann Duk a Vourdel, he zaludaz dre ar griaden joauz : Bevet ar Roue ! Ann Aotrou de la Villat a reaz d’ar Vugale ober ann exersis ; ar pez a rejont iskuit ha klok. Goude-ze e oe tennet ann tan-ijin ; mont a reaz diouc’h ar gwella, ar strakl hag ann tennou a zigoueze e kentel. Ar banniel gwenn a nije a-uz d’ann tantad var veg eur berchen huel. Evel ma oe dare d’ar flamm he dizout, lod a felle d’ezho he ziskenn ; hag ann demezell a Verri da grial : Nann, nann, list hen da nijal, gand ar banniel gwenn, na hell drouk ebed c’hoarvezout e Bro-C’hall. — Ugen devez var lerc’h e tarzaz dispac’h dizeur mil eiz kant tregont !


————


Bugale Herri pevare ha Loeiz pevarzek a renk eur weach c’hoaz goulenn ann hent da vont er meaz euz ar vro, ha trei kein da rouantelez Frans, rouantelez gaer taillet var daolen ar bed gant klezeier ho zud koz, kresket, ronteet, kreveet dre ho dimiziou pinvidik, ha dre ho furnez o kontraji gand ar rouaned all ho amezeien. Hogen, penaoz eo bet diskaret e tri devez eur rumm rouaned a bevarzek kant vloaz ? Kement-se a zo bet eun dra souezuz a-walc’h evid tud ar broiou all, hag evit eleiz ac’hanomp-ni ; rak ar Vourboned a oa prinsed mad, hegarad, kalounek, boazet a rumm-da-rumm da zougen huel galloud ha brud ho rouantelez. Ho doare da ren affe-