Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —

raled, hag he wella mennosiou tamallet e gaou. Ann Eskibien var ar fin, mes re zivezad, a zav ho mouesiou enn tu gand ar Roue ; embann a reont he lizer enn ho eskoptiou ha pedi a reont ar bobl kristen da selaou ho Roue ha d’he harpa. Mes al liberaled ho zamall ivez, hag a embann penaoz ann eskibien na reont kement-se nemed evit digas ann Deog enn dro ; hag evit ma vezo daskoret d’ann iliz ar c’hoajou hag ar madou braz a oa d’ezhi gwechall. Hag ar bobl a Frans eur weach c’hoaz a gredaz gwelloc’h d’ann dud a bluen eget d’ho eskibien. Ann daou-c’hant unan-var-n-ugent kannad, ha kalz re all euz ar memes mouez gant-ho, a oe kaset enn dro d’ar gambr. Ann taol-ze a reaz nec’het ar Roue mad Charles X, hag ar pevar gourchemen dizeur a oe douget.

Kenta gourc’hemen : Frankiz ar voulourez a zo lammet evit eunn nebeud amzer.

Eil gourc’hemen : Kambr ar gannaded a zo torret.

Trede gourc’hemen : Ar gambr ne vezo mui savet nemet gant kannaded ann departamanchou. Ar guiriou a rai ann elektourien a vezo hep ken ar gwiriou diazezet war ann douarou, hag ann tas.

Pevare gourc’hemen : Elektourien ann arrondissamanchou a raio mouez d’ar c’houec’h a viz gwengolo ; re ann departamanchou d’ar seitek ; ha kambr ar gannaded a zigoro d’ar c’houec’h var-n-ugen.

Ha beza en devoa ar Roue ar gwir da zougen ar gourc’hemennou-ze pe n’en devoa ket ? Ann dra ne ket barnet c’hoaz evit mad ; lod a lavar : ia ; lod a lavar : Nann ; hervez ma klevont ha ma tisplegont ann artikl pevarzek euz ar vamm-lezen. Hogen ann