dur evel-d-ho. Gwelet hon euz e meur a zarvout, edo ar Prins douget braz da rei, ha da rei gant largentez. Ann doug-ze a dall kalz, ha na helleur ket zoken tremen hep-hen ebarz er renk huel e pehini e oa lekeat gant Doue. Evit eur prins, rei ha rei kalz ne ket beza forann eo, hogen beza prins. Eur Roue krin pe biz a zo gwalen tud he amzer.
Epad ann arzao studi, pe mar kirit, epad ar vakansou, e vije kaset ann Duk iaouank da welout ar micheriou, al labouradegou, ar c’hazerniou, ar c’hlandiez, hag al leac’hiou all brudet, ken e Paris ken tro-war-dro. Enn holl droiou bale-ze, ar Prins en deuz great ha lavaret meur a dra hag a ziskouez gwell-pe-well he spered hag he galoun vad ; mes re hir a vo danevella pep tra. Eun dra hep ken a skrivinn c’hoaz da gloza ar bloaz 1829. Pa na vije ket ar Roue nag ann aotrou ann Delfin (an Duk a Angoulemm) er palez, d’ann Duk a Vourdel e vije da rei ger ar gedour (mot d’ordre). Eunn devez eta ma oant ho daou ezvezant (absents), ann aotrou Damaz a lavarat d’he skolaer lakaat evez war ar pez en devoa da ober. — « Sonjet am euz, eme Herri d’ezhan. — Pez komz eta hoc’h euz klasket da rei ? — Bremaik her gouiot. » — War gement-se ec’h arruaz ann offisour gouard da c’houlenn ger ar gedour. Herri a ieaz var he arbenn. Ann offisour a stou he benn, hag ar c’hrouadur, o sevel var veg he dreid, a lavar d’ezhan enn he skouarn : Frans, fealded.