Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —


IV.


(1830)


Eur skrivaignour leun a spered, ha n’en deuz ket a vez o tiskouez he anaoudegez vad e kenver he vadoberourien didronet, hag a laka he holl c’hloar da choum feal d’ezho, en deuz great d’e-omp eun danevell kaer divar benn eul lein vraz a oa bet e palez ann Teoleri d’ar c’houec’h a viz kenver gouel ar rouanez. Ann Duk a Vourdel a c’hoariaz eur roll ker kaer e barz er banked-se, ma vezo dà gant pep unan kavout ama da lenn e brezounek danevell ann aotrou Nettement.

« Brud a rea pep tra dre ar rouantelez, ha bugale vihan Herri IV, dastumet ouc’h ar memes taol, evel tud euz ar memes ti, a ziskoueze neuze kement a unvaniez ma rea vad d’ar galoun ho gwelout ; hevelep menoz e fead gouarnamant, hevelep esperans var ann amzer da zont. Ann devez-se a oa eur fest braz evid ann holl, mes dreist pep tra evid ar vugale, pere en em laouennee e gortoz da veza, ar weach-se da vihana, kuit a bep orbit, ha distak diouc’h lezennou ho deskadurez a brinsed.

Enn dro d’ann daol roeal-ze ho pije gwelet da genta Charles X, den koz hag enoruz, pehini a gare bepred diskouez ar vadelez euz he galoun a dreuz d’ann huelded euz he garg. Var he zorn deou e oa azezet ann Itroun ann Dukez a Orleann, mamm euruz da eur vanden vugale koant, iac’h, pinvidik. Enn tu all, ann Itroun ann Delfinez, Dukez a Angoulem disher a vugale siouaz ! hag en em zic’haoue diouc’h