Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —

« Eo, eme ar gouarnour, gwellet am eus-hi. — Doare he deuz eme ar Prins, da veza enn dienez, ha c’hoant am euz da rei eun dra bennak d’ezhi. Va frins, ho ialc’h a zougann bepred gan-en, evit soulaji ann dud ezommek, chetu hi ama. » — Ar Prins a gemeraz eul loeiz-aour, hag hel lekeaz e dorn ann offisour a oa e gouard, o kemenn d’ezhan he rei d’ar baourez-keaz-se. Pa zistroaz ar Prins euz he dro-vale, ann offisour a reaz he gefredi. — « Ha-ma, eme ar Prins, ha bet e-hi kountant ? Petra e deus-hi lavaret ? Va Frins respontet e deuz evel ma ra ann oll beorien all, lavaret e deuz e pedje Doue evid-hoc’h, hag evit kement hini ma hoc’h euz karantez evit-han. — Oh ! Ho ! eme ar Prins, gand beoder, ret e vezo d’ezhi neuze pedi evit ann oll fransizien, ha n’e devezo mui tamm amzer da skuba, ar baourez-keaz !... Oc’h he gwellout ken ezommek, c’houi dlie beza lavaret d’ezhi ne c’houlennenn pae ebed enn eskemm euz ar pez a roenn d’ezhi. »

He blijadur vraz, pa’z ea da Zant-Kloud a oa mont da welout skolach ar Vreudeur. Er bloaz 1829 e c’houlennaz he unan ma vije prenet gand he arc’hant al levriou a vije roet e priz d’ar vugale, ha mont a reaz he-unan da roïdigez ar prizjou. Krouadur mad ! Na ouie doare e oa hen-nez he gimiad diveza da vugale ar beorien. Lakaat a reaz he-unan ar c’hurunennou var benn ar re ho doa gounezet, ha lavarout a reaz da beb unan geriouigou leun a spered hag a laouenedigez. Ar geriou mad-se a rea sul-vuioc’h a blijadur d’ar vugale ma ho c’hlevent, euz a c’henou eur Prins kroua-