Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —

pounner a-walc’h ha diez da zougen. Enn eur vont euz a dinel Marsan da dinel Flor, e kouezchont meur a weach digant-han. He c’houarnour eilved o veza klasket he zizamma o lavarout d’ezhan e oant re bounner, Herri na fellaz morse d’ezhan ho lezel : Nann, nann eme-zhan, list-ho gan-en, pounner int, gwir eo, hogen pounner int evel aour.


————


Ann aotrou ar Baroun a Zammas a oe roet da c’houarnour d’ann Duk a Vourdel, e leac’h ann aotrou ann Duk a Rivier. Klask a rea evel egile hag ober a rea kement a oa mad da zigor spered ar Prins ha da welaat mui-oc’h-mui he galoun. Bep sul reiz, e renke ar Prins iaouank dont, evel evit beza barnet, dirak ann Aotrounez a oa karget d’he ziorren, hag eno e vije lennet d’ezhan ar skrid pemdiziek euz ar pez en divije great epad ar zizun.

Ar Prins iaouank a wele eno, evel enn eur mellezour, ann drouk hag ar mad en devoa great epad ar zizun ; silou a rea ar veuleudi pe ann tamall diouc’h ma en divije dellezet, hag er c’hiz se e felle d’ezho he voaza abred da glevout ar wirionez.

Eun devez ann Duk a Vourdel o tigouezout e Bagatel, a c’houlennaz digand he c’houarnour, enn eur ziskenn euz ar c’harronz, ma n’en doa ket gwellet, e balli ann Elizee, eur vaouez baour o skuba ann hent, gand eur c’hrouadur var he c’hein, hag eun all var he breac’h. Ann ear a gemeraz ar Prins, o c’houlenn kement-se, a ziskoueze oll vadelez he galoun. —