en devoa bet he c’houarnour eur wall nozvez hag e teue gwall stard var-n-ezhan, ar Prins a gemeraz nec’h hag a zeuaz tavedek ha tenval. Ar Brinses iouank he c’hoar a glaske, dre ma helle, he laouennaat : « Mad ! eme-z-han d’ezhi, greomp hirio c’hoariou ha na reont plijadur ebed. » Eunn devez all, he c’houarnour eilvet o veza lavaret d’ezhan ez ea guelloc’h gand ann aotrou a Rivier : « Gwir, gwir ? eme ar Prins, ma ! Neuze ’vad goulaouadur e pep leac’h (illumination générale), ha kentiz ec’h ellumaz kement goulaouen a oa er zall. » Edo neuze kresteiz.
Al lealla euz ann dud chentil, ar gwella euz ann oll dud, mignoun brasa Charles X, ann Duk a Rivièr a varvaz evel en doa bevet, e gwir gristen. Ar roue evit diskouez ar stad a rea anezhan, a vennaz ma vije lekeat ar iouanka euz he vugale er memes skol gand ann Duk a Vourdel.
Eur pennadik goude Charles X o veza klevet ez oat var vare da lakaat e goulou ardamesiou (les mémoires) ann Duk a Rivier, a ziskouezaz enn divije great plijadur d’ezhan ho lenn he unan abarz ma vijent moulet. Ann aotrou Barbançois gouvernour eilved ann Duk a Vourdel en em gargaz d’ho lakaat dirak he zaoulagad. Herri o veza gwelet ar paperiou-ze etre daouarn he c’houarnour eilved, a c’houlennaz digant-han, petra oa ann dra-ze. « — Buez eunn den hag hoc’h euz karet euz a greiz ho kaloun. — Piou ’ta piou ’ta ? — Buez ann duk a Rivier. — Oh ! mad, roit ho d’in, me fell d’in ho dougen d’am zad koz va-unan. » Ha kentiz e kemeraz etre he zivrec’h ar paperiou