Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —

perak kement-se ? — Ar pez en deuz great a zo heuzuz. — Gwir eo, mes ann histor a lavar ann drouk evel ar mad. — N’euz fors, re a goust d’in lavarout ann hano-ze : hogen gouzout a rann petra da ober ; he c’hervel a rinn ann drouk konetabl ; rak bikenn na hellinn henvel Bourbon eunn den hag en deuz trahiset Bro-C’hall. » Chetu aze spered ann Duk a Vourdel, chetu aze he galoun.

Penn kenta ar bloaz 1828 a oe eun amzer a c’hlac’har evid ar prins iaouank. He c’houarnour, evit pehini en devoa ar garantez ann denerra, a gouezaz klanv, ha klanv da vervel. Hogen ann Denchentil leal-ze na ehanaz evel ken da evesaat he skolaer roeal. Bemdez e c’houlenne kelou euz ar prins ; ha red a oa renta kount d’ezhan bemdez euz ann implich a rea ar c’hrouadur euz he amzer, hag euz ar gounit a rea enn he studiou. Goulenn a rea alies digant Herri he-unan mar oa bet he vistri kountant anezhan. Herri a respounte ia pe nann, gand ar frankiz ar vrasa. Ha pa vije fall ar respount, ann hini klanv a lavare d’ezhan gand kunvelez : « C’hoant hoc’h euz teufenn da vad, ne ket ’ta ? Mad, bezit fur ; chetu aze ar wella fesoun da rei d’in ar iec’hed. Ha-ma, eme Herri, mard-eo evel-se eo, besit seder ne vezo ket a leac’h d’en em glemm ac’hanoun mui. »

Klenved hir ar gouarnour a roaz tu d’ar skolaer da ziskouez meur a weac’h he galoun vad ; ar galoun vad-se pehini a zo evel lod-digouez he holl gerent. Diou gomzik euz ar re vrava, hag enep-kaer ann eil d’eben, a rei da anaout he garantez tener ha birvidik ; ho gervel a helleur : spered he galoun, o veza klevet