Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

aounik, daoust d’ezhan da veza beo-buezek, a lekeaz he studi da ober d’ezhan koll ann tec’h-se, ha deuet eo a-ben da ober anezhan eur paotr hardis ha dizaouzan. Eunn devez ma oa ret tenna eun dant d’ezhan, ar c’hrouadur a ziskouezaz eun tammik melkoni, evel pa en divije bet aoun da gaout drouk. Penaoz’ta, eme he c’houarnour, eur grenadour euz a c’houard ar Roue, eur c’horonal-hobregour (colonel de cuirassiers) a rai daoulagad du evid eur c’hoariel evel-se ? ker kent Herri a gennigaz he c’henou, hag he zant a oe tennet hep na lavaraz grik.

Ann dervesiou kenta ma oe lekeat pistolennou etre he zaouarn da zeski tenna gant-ho, ar prins a zarre he zaoulagad hag a droe he benn pa’z ea ann tenn er meaz. Lavaret a oe d’ezhan penaoz eur brezelour a renk sellout ato dira-z-han, ha mirout diouc’h pep keflusk ; A-walc’h a oa ar gomz-se ; a c’houdevez Herri a denn evel eur zoudard koz.

Eunn dra, ha ne-ket bet danevellet mad awalc’h gwech ebed, a ziskouezo penaoz Herri a Vourbon a ouie, euz a vihanik, pegen huel ha pegen enoruz a oa ann hano a zouge. Lavarout a reant ho c’hentel a histor, he c’hoar hag hen. Pa oant digouezet gand ren Franses I, ha war gount ar c’honetabl a Vourbon, ar mestr a c’houlennaz digant Herri : — Pe hano a rit-hu d’ar c’honetabl-ze pehini a drahisaz Bro-C’hall ? Herri na respontaz netra. Ac’hanta, prins, eme ar mestr hen ankounac’heat hoc’h euz. — Respont ebed. — Me ia d’her goulenn digand ann Demezell. — Ah ! eme ann Duk a Vourdel, gand terrijen, sonj awalc’h am euz, hogen ne fell ket d’in hel lavarout. — Na