Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

rann ac’hanoc’h ; fisiout a rann enn hoc’h, evit he ziorren, krouadur ar vadelez a Zoue, ha krouadur rouantelez Frans. Sur oun e lekeot da ober dleadou ho karg kemend a aked hag a furnez ma ho pezo gwir da vikenn war va anaoudegez vad, war hini va holl gerent, ha war hini ann holl fransizien. »

Ar Roue a droaz neuze ouz ann ltroun de Gontaut, hag a lavaraz d’ezhi : « Dukez a C’hontaut, ho trugarekaat a rann euz a greiz va c’haloun, euz ar boan hoc’h euz kemeret da rei he zeskadurez kenta d’ar c’hrouadur ker-ma. Kendalc’hit, ha kasit da benn deskadurez ar grouadurez all-ma, ken tost ivez d’am c’haloun, hag ho pezo eur gwir nevez var va anaoudegez vad. »

A-daleg ann deiz-se ann Duk a Rivier a lezaz he labouriou all hag he voasiou pemdisiek, evid en em rei enn holl d’ann holl da zleadou he garg nevez. He genta preder a oe studia mad temz-spered he skolaer ; evesaat da betra e oa douget ; en em rei he-unan da anaout d’ezhan, ar pez a oa hel lakaat d’he garout. O veza gwelet en doa da ober gand eur c’hrouadur beo-buezek ha froudennuz, e lekeaz he holl studi da hencha ann derijen-ze etrezeg ar mad. Pa na helle ket dont abenn ouz he skolaer o komz ouz he spered, ar mestr fur a glaske tu ar galoun, hag eno e vije ato selaouet. Enn doare-ze ann Duk a Rivier a boanie noz-deiz da lakaat he labour da dallout, rag eur prins diorrenet pe savet mad a zo unan euz ar brasa donezonou a oufe Doue ober da eur vro.

Ne oe chenchet netra e reolen-vuez ann Duk a Vourdel. He c’houarnour o veza merzet e oa he skolaer