Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/216

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 209 —


Anaout mad a rann ezommou va amzer, ha va holl c’hoant eo sevel, war eun dro gan-ehoc’h, eur c’houarnamant dioc’h ma c’houlenn hor bro ; eur c’houarnamant hag e devezo evit diazez ar gwir, evit renadur al lealded hag evit pal brazder ha furnez.

Kollomp beteg ar zonj euz hor strivou tremenet, strivou didalvez, noazuz da wir gresk peb mad enn eur vro, noazuz d’ar wir frankiz.

Fransizien, ra zavo eur c’hri hepken euz ho kalonou : Pep tra evit Franz, pep tra dre Franz, pep tra gant Franz.

Herri.

————
LIZER
ANN AOTROU AR C’HONT A CHAMBORD
da eur mignoun d’ezhan e kampr hor c’hannaded.

8 a viz maë, bloaz 1871.

Va mignoun ker,

Va c’haloun evel hoc’h hini a zo leun a c’hlac’har o sonjal petra ’deui da veza ar brezel-bro argarzuz-ma deuet ker buhan goude mac’homerez eun enebour digar.

N’em euz ket ezomm da lavarout d’ehoc’h e sav em spered ar memes tristidighez hag ar memes menosiou a zo enn hoc’h hini, o welout eun hevelep brezel, hag e komprenann hoc’h oll enkreziou. Pa eo bet tarzet a zioc’h Paris kenta boumbezen ann enebour, n’em euz sonjet nemet he brud goz hag enoruz