va hano da lakaat dizunvaniez ha trouz etre-z-hoc’h ; mes hirio, pa hell beza eun arhez a unvaniez hag a beoc’h paduz, ne varc’hantann ket da lavarout d’am bro emaoun oll en he gourc’hemen evit ober he eurusted.
Ia, Bro-C’hall a zavo c’hoaz huel he fenn, mar kar, kenteliet gant ann amzer dremenet, ha, skuiz oc’h ober kant essa didalvez, ia, m’ar kar distrei d’ar venuojen merket d’ezhi gant ren-vad ann Aotrou-Doue.
Mab henan ar wenn roeal-ze pehini, gant sikour Doue ha gant divreac’h ho tadou e deuz great euz ar vro-ma eur rouantelez ker kré ha ker brudet, e tlienn santout mui eget den all ebed ar bouez euz he reusiou, hag eo d’in mui eget da eun all trouc’ha berr d’ezho hag ho rapari.
Hor bro e kanv a gri etrezeg en-omp ; dihunomp ha redomp holl d’he disc’hlac’hari. Ar prusian a iello war he ghiz, hor bro a choumo divoulc’h, ma ouzomp lakaat boutin nerz hon divreac’h, hor c’harantez-bro, hag ar pez a hell peb-unan da rei.
N’hen ankounac’hit ket, dre ann distro da feiz he zud-koz ha d’ho enor, hor mamm-bro, eur momet dinerzet, a gavo adarre he galloud hag he gloar.
N’euz ket pell hel lavarenn d’ehoc’h : gouarn eur vro n’eo ket dorlota gwall-ioulou ar bobl, mes en em harpa war he vertuziou.
N’en em lezit ket da veza touellet gant kredennou reuzeudik ; doareou ar Republik a hell plijout da eur bobl nevez-savet, hag ober he vad ; mes eur republik na raï biken grisiou doun enn hor bro goz a bell-zo bro ar rouaned.