ar Gear garet ma ’z ounn ganet enn-hi, hag am euz laosket eur griaden ankeniuz a zo bet klevet gant ar bed oll : Espernit, espernit Kear-benn ar zevenedighez !
N’hellenn ket ober muioc’h ; hag hirio c’hoaz n’hellann nemet hirvoudi war ann traou heuzuz a reer er brezel-ze savet etre bugale ar memes Mamm.
Mes ho pet fizianz, daoust pegen diez ha peger mantruz eo lakaat da blega eur geariad tud kounaret, al labour-ze ne ket eun tu all da vaillantiz hor zoudarded.
Beva a rit, eme c’houi, etouez tud a bep rumm prederiet o klask gouzout petra a fell d’in, petra a c’houlennann, petra a esperann.
Roit d’ezho da anaout ar pez a zo doun em spered ha doun em c’haloun hag a fell d’in ober evit ma bro.
Livirit d’ezho n’em euz ho zromplet gweach ebed, ha n’her grinn bikenn ; hag e c’houlennan digant ho ma ankounac’haint hon dizunvaniezou, hor menosiou dishenvel, hag ar gôr-gasouni a choum avechou e goueled ar galoun. Her goulenn a rann en hano ho brasa mad hag hini hor bro muia-karet ; en hano ar zevenedighez, enn hano ar bed oll, test euz hor gwalleuriou.
Livirit d’ezho diouall ouz ar gheier a skuiller a bep tu evit rei da gredi ounn digalounekeat dirak reusiou re vraz siouaz ! E tizesperann gwelout biken va bro e peoc’h, hag e lezann gant neb a garo ann eur-vad d’he savetei.
Saveteat e vezo enn deiz ma ehano da gemerout ann dizurz evit al liberte ; saveteat e vezo dreist holl