Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/212

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 205 —

vezet. Gouzout a rann ez euz e Franz mil dra nevez hag a zo gant-ho da c’hounit pe da goll. Kerkoulz ha ma anavezann ar renk huel, nevez gounezet gant ann dud a spered hag oberiant a bep stad. Ma am galv bolontez Doue war ann tron, e tizkouezinn ec’h anavezann va deveriou daoust pegher braz ha pegen huel a oufent beza. Pell diouc’h kaout ar spered enk da bellaat eur re bennak diouz-in, e klaskinn dre c’hellin lakaat ann oll dalanchou, ann oll sperejou kaer, ann oll dud a skiant da labourat ken etrez-ho da greski bemdez gloar ha pinvidighez Bro Franz. »

5 a viz here 1858.

————
Herri V a vezo dreist pep tra den he zever ha goestlet holl d’he vro.

« Mar deu Bro-C’hall, skuiz pelloc’h oc’h esaat gouarnamanchou ha na reont nemet he derc’hel a-ispill a-ziouc’h eun islounk, mar deu da drei he daoulagad warzu-en-oun ha da c’hervel va hano evel eur goestl a beoc’h hag a zilvidigez, evel eur c’hred gwiriou a lealded hag a frankiz evit ann oll, ra zeui sonj d’ezhi neuze ema enn he gourc’hemen va breac’h, va c’haloun, va buez hag ec’h hell kounta war-n-oun. »

1 a viz even 1848.

« Va deveriou e kenver Bro-Frans a vezo bepred reizen ghenta va oberiou. Kement tra a hell talvezout da rei d’ezhi peoc’h, gloar, euruzted, prest oun den ober hep marc’hata, hep menoz kuzet. Ann traou tremenet n’int mui netra evid-oun pa ’z euz hano a vadou va