Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/211

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 204 —
Herri V a vezo e gwirionez tad ar bobl.

« O welout peger ker eo ar boed, hag o sonjal gant enkrez petra a vezo epad ar gouanv a zeu var-n-omp, em euz klasket petra am boa da ober d’am lod evit bihanaat dienez ar bobl. Kavout eo bet d’in penaoz ar gwella implich da ober euz ann arc’hant a hellenn da rei a oa sevel e Chambord hag er c’hoajou a zo c’hoaz d’in, tiez-labour, e pere e kavje ann dud diezet a dro-war-dro peadra da ober epad ar gouanv, hag ec’h helchent en doare-ze pourvei d’ho ezommou ha da re ho bugale. Ho karga a rann eta da ober pep tra evit ma ’z aï da vad ann ober am euz sonjet, hag a garfenn e ve heuliet e Franz penn da benn. »

Lizer d’ann aotrou Pastoret.
30 a viz here 1846.

————


« Mar plij gant Doue va ghervel eun devez bennag da renn, ne vezinn ket Roue eur rum-dud hep ken, mes Roue, pe ghentoc’h, tad ann holl. »

22 a viz kerzu 1850.

« Ann eil a lavaro d’eghile e tougann em dourn kleze koz Bro-C’hall, hag em c’hreiz ar galoun-ze a Roue hag a dad ha na anavez Tu abed.

8 a viz maë 1871.

————
Herri V a vezo den euz he amzer.

« Anaout a rann ar stad nevez emedi ar bed hirio ; great eo bet gant ann amzer hag gant ann traou c’hoar-