bro, pa ’z eo mall he savetei hag he zenna divar vord eun islounk spountuz.
5 a viz bere 1848.
Ha brema, petra oufemp-ni da lakaat war c’hore komzou Herri V ? Petra helfemp-ni lavaret gwelloc’h evit serra ho ghenou d’he damallerien gaouiad, ha dezarmi ar re ne fell ket d’ezho klevet hano euz eur rouantelez a ia a dad da vab !
Derc’hel a rit da lavaret e teuio gant Herri V ar renadur a veachall, ann deok, ar feodalc’h, ar privilachou, ar vignouned dibabet, galloud divrid ar roue da ober he benn, ren ann dud a Iliz, ann noblanz var ar penn, gwall voasiou ann amzer dremenet, eur roue absolut, eur bern tud barnet d’ann harlu pe d’ar maro, venjanz, kasoniou kuzet, na pet tra all c’hoaz.
Diskouezet hon euz er c’hountrol e c’houlenn Herri V ar c’hement ha kement dirak al lezen ; ar frankiz da beb-unan da heulia he greden ; ann holl frankisiou deread ouc’h ar vro ; e fell d’ezhan ren gant grad-vad ha kenoberedighez ann holl ; o lakaat renadurez rouantelez he dud koz d’en em glevet gant stad nevez ar bed ha doare-beva ar Fransizien ; o c’hervel enn dro d’ezhan ann oll Fransizien hep sellout muioc’h ouz ar rum-ma pe ouz ar rum-hont ; o tispartia guiriou ann Iliz diouc’h gwiriou ar vro ; o poanioa da ad-ober fortun hor Franz, dijal gant he hini he-unan ; o terc’hel kount euz ann holl vad great d’ar vro n’euz fors e pe amzer ; o tigas endro gant ar relijion ann urz-vad, ar peoc’h ar binvidighez,