Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

hunvre e devoa bet, eme-zhi, hag ann hunvre-ze a ioa evit-hi eur gwir weledigez (vision). Beza e oa, e kave d’ezhi, oc’h ober eun dro-vale e balli vraz ann Elize. Hag e talc’he dre ann dourn, he merc’h hag ar Prins a oa c’hoaz da c’henel. Neuze e doa gwelet ha gwelet mad Sant Loeiz, pehini a glaske teurel he vantel roeal var ar verc’h. Hi a gennigaz d’ezhan he mab, hag ar Zant a lekeaz bep a gurunen d’ann daou grouadur var ho fenn.

Er fin d’ann 29 a viz gwengolo 1820, gouel Sant Mikeal, e teuaz ar c’hrouadur er bed. Kanol braz ar Roue a zihun ar gear a Baris e kreiz he c’housk. Pe seurt kelou a zo gant-han ? Pe eur verc’h, pe eur mab a zo ganet d’eomp ? Daouzek tenn a zo evid eur verc’h, ha trizek evid eur mab.

Ann holl a ro skouarn, ann holl a gount ; ar re-man gant fisianz ha drid-kaloun, ar re-hont gant enkrez ha kasoni. Ar c’hanol a groz bep pemp minuten ; beac’h a zo o tenna ann alan gand aoun da fazia. Daouzek tenn a zo bet... ann drizekved a groz, hag eun tenn all brasoo’h a zeu var he lerc’h ; mouez eur bobl braz o krial var eun dro : Bevet ar Roue ! Meulomp Doue ! « Ia benniget ra viot, o va Doue, c’houi pehini a ziskar hag a zav adarre, pa girit ; c’houi pehini a zigor ar bez, ha kentiz goude a laka ar vuez da zevel diouc’h ar bez memes ; ra viot benniget ! Rak ne ket falvezet d’e-hoc’h e vije mouget e kreiz tenvalijen eun nosvez-zu, na dindan kountel eul lazer, ar wenn gaer-ze a dud kalounek ker skeduz a viskoaz var ann tachennou brezel, ker karet dre ar bed dre ’n abek d’ho madelez.