lakaat ar bobl da zevel enep ar c’houarnamant. Pa oe digaset dirak ar breujou braz (les assises), e fellaz d’ezhan rei da gredi n’en doa bet c’hoant nemet da ober eur bourd, evit lakaat ar gouardou da zevel ha da gounnari. Mes kavet a oe var-n-ezhan skridou republikan, ha klevet e oa bet meur a weach oc’h en em zevel grons enep ann dud roeal. Kevret gant-han e oe harzet eun den all, hanvet Bouton, tamalet da veza e gen-dorfetour ; hen eo en devoa great ann daou darz. Ar breujou braz ho diskleriaz ho daou kabluz euz ar pez a damallet d’ezho, ha barnet a oent d’ar maro. Hogen var beden ann Dukez a Verri, ar boan a varo a oe chenchet e ugent vloaz galeou, Gravier a varvaz er galeou ha Bouton enn eun hospital a dud foll.
Kement tra fall a ioa ho devoa en em glevet, a zonj d’in, evit mirout na zeuche var ann douar ar c’hrouadur-ze gortozet gand ann oll Fransizien. Ann hast d’he welout ne rea nemet kreski mui-oc’h-mui a-ze. Kouskoude tostaat a rea ann termen d’ann Dukez da wilioudi ; hag a bep tu e save etrezeg ann env pedennou kalounek, da c’houlenn digant Doue ma vije ar c’hrouadur eur mab, evit kenderc’hel e Frans gwenn ar Vourboned, ha starda dre ar bed ar peoc’h hag ann urz vad. Eun dra bennak a lavare da bep unan e gweled he galoun e vije eur mab a vije ; ha keariou braz euz a du ar c’hresteiz a ie bepred araok, hag a gase kannadourien d’ar Prins ha na oa ket ganet c’hoaz. Ann Dukez a Verri he-unan a lavare da gement hini a gomze d’ezhi var gement-se, e oa sur awalc’h e divije eur mab. Eun