c’hargou gant pae, a ioa kement ha muioc’h anezho gand ann dud chentil nevez eget gant ar re goz.
Ann oll dud gwiziek a ouie mad awalc’h kement-se ; Hogen gwarizi ha lealded na gerzont nemeur kevret. Ar blijadur da izellaad ann noblans, hag ivez, eun tammik, ar c’hoant d’en em lakaat er c’hargou huella, a reaz neuze da galz a liberaled mont a enep d’ho c’houstianz, ha rei dourn d’ann dud fall da gas er meaz euz ar vro ar gwella tiad-tud roeal a zo bet biskoaz.
Evit ar republikaned, da lavarout eo, ar rumm dud-se, pere ne fell d’ezho klevout komz nag a Zoue nag a Roue, ar re-ze ne oant ket easoc’h tamm ebed goude maro ann Duk a Verri. Ar c’hrouadur a behini en devoa komzet, hag a ioa c’hoaz e kof he vamm, a rea poan spered d’ezho. He gas da goll ho divije kavet mad, petra bennak ne anzavent ket ho drouk-c’hoant.
D’ann nosvez etre ann 28 hag ann 29 a viz ebrel, Eun tenn-tarz (e gallek pétard), a oe laosket dindan prenestrou ann trepas-nevez e palez al Louvr, peuz-tost d’ar gampr e pihini e oa ann Dukez o choum. An tenn-ze a reaz kement a drouz ma oa eaz awalc’h da bep unan gwelout e oa kement-se eun taol great a-zevri evit lakaat ann Dukez da goll he frouez dre eur gaouad aoun. Ar feller, hanvet Gravier, a oa teo’het kuit ker buhan, ken na helle ket ar gouardou he gavout. Hogen eiz devez varlec’h, en devoe ann hardisiegez da zont c’hoaz var ar memes leac’h, gand eun tarz all brasoc’h evit ann hini kenta, ha grounnet enn eur paper var behini e oa eur zon great evit