Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —

Ar gwall daol-ze ne reaz nemet lakaat mui-oc’h-mui a vinim etre-z-ho. Ar re deara euz ar roealisted, a dammallaz al laz-ze d’ar republikaned, ha zoken d’al liberaled. Ar re-ma, evel guir, a ieaz drouk enn~ho o klevout kement-se, ha glazet mui-oc’h-mui ouz ar roealisted, a droaz gwas-oc’h-gwaz enn tu gand ar republikaned. Ar republikaned, petra bennak ma en em laoueneent e kuz euz ar pez a oa c’hoarvezet, evel ma ho deuz hen anzavet divezatoc’h, a zalc’haz a grenn da lavarout ne oa ket ann den-ze diouc’h ho zud, ha n’ho devoa perz ebed enn he dorfed.

Al loden wella euz al liberaled n’ho devoa kaz ebed ouz ar Vourboned ; re a skiant vad ho devoa evit sonjal en em zizober ouz ar c’haera tiad-tud roeal a zo var ann douar. Ar pez a zo c’hoarvezet divezatoc’h, d’ar bloaz 1830, a zo bet great enep ann noblanz kentoc’h eget enep ar Vourboned. Elbik a ioa pell a oa etre ann daou rumm dud, ha dre ma kreske madou al liberaled pe ann dud chentil nevez, e kreske ivez ho gwarizi enep ann dud chentil koz. Ar re-ma, var ho meno, a oa deuet gwelloc’h gand ar Vourboned ; ar pez ne oa ket gwir. Charles X, kerkouls ha Loeiz XVIII, a ioa e gwirionez tad ann holl Fransizien, hag ho dougen a rea holl enn he galoun, hep preferanz evit rumm ebed. Mes, a lavaro eur re bennak, ha na ouzont netra : Ar c’hargou a oa oll gand ann dud chentil ; gaou eo kement-se, evel eur maread a draou all hadet etouez ar bobl gant fallagriez. Ar c’hargou a enor, na lavarann ket ; rak kaer a vezo, beza ez euz enn hor bro tiadou koz a dud, pere a vezo bepred enorusoc’h eget ar re nevez savet. Mes ar