zigase sonj euz ar pez a c’hoarvezaz e derou ar bed pa gavaz Adam hag Heva ar c’horf goadek euz ho mab Abel, lazet gand he vreur. Ar Roue pehini na helle mui en em zerc’hel, en em harpaz var vreac’h ann Aotrou Dupuitren. Neuze ec’h astennaz enn eur grena, he zourn dinerzet var zremm ar Prins, hag e serraz d’ezhan he zaoulagad, enn eur lavarout, he vouez hanter-drouc’het gant ann difronk, Peoc’h Doue d’id krouadur ker ! Goude-ze e pokaz da dal ar Prins : e krogaz enn he vreac’h ; hag o veza he c’haset d’he c’henou, e choumaz eur pennadik d’he starda var he vuzellou.
Ar Vourboned o zo brudet a viskoaz evit kalonou mad a dud, ha douget da bardoni bete re. Ann danevell-ma euz a varo ann Duk a Verri a ziskouez mui-oc’h-mui petra int. Pebez gwalleur a vije bet eta evit rouantelez Frans ma vije bet trouc’het enn he grisien ar wenn gaer-ze euz ho Rouaned koz. A dugare Doue, kountel-laz ar reuzeudik Louvel a risklaz a biou d’ar c’hrisien-vamm, ha savet a zo var-n-ezhi eur vronsen c’hlaz-dour pehini a ra hor joa, hag a zo dindan dourn Doue evel eul leor siellet.
Beza ez oa neuze e Frans, evel hirio ann deiz, tri pe bevar rumm dud ha n’en em glevent morse var ar fesoun da c’houarn ar vro evit ar guella. Ho gervel a reat ar roealisted, al liberaled hag ar republikaned.