Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —

Nann va Doue, ne ket bet falvezet d’ehoc’h e vije mouget ar wenn-ze e kuz, evel eur beachour dianaf, paket gand ann noz, ha lazet gand eul laer enn eul leac’h distro. Benniget ra viot-hu, c’houi pehini hoc’h euz eur weach c’hoaz miret ar c’hrouadur Joas enn ho templ, hag enaouet gand eun elvenik ken dister goulaouen David o vont da vervel. Ra viot benniget, evid ar bann-heol-ze hoc’h euz lekeat henoz da zevel var di Loeiz XVI, var ann ti kanvouuz-se, pehini, goude keid amzer a vel o tont tre enn-han eun hostiz gozik dianavezet... al levenez ! » Enn eun taol ar gear a Baris en em gavaz ker sklear hag ann deiz, dre ar goulou elumet var ann oll brenestrou. Ar bobl a zigargaz mintin mad var-zu ar pales, da glevout kelou euz ar c’hrouadur pehini a rea he holl joa. Hag ann Dukez a Angoulem a dostaaz ouz ar prenestr, ar c’hrouadur var boull he c’haloun, epad ma lavare Loeiz XVIII d’ar bobl, divar gael-prenestr al lez (balcon) : Va mignouned, eur mab a zo ganet d’eomp, d’eomp holl gwitibunan : ho karout a rai evel ma ho deuz he dud ho karet.

Ar vamm, ker kre a galoun ha ker leun a fisians pa oa oc’h he zougen, brema kel laouen ha ken euruz, a c’hoanta dont he-unan da ziskouez he mab d’ar bobl. Ar zoudarded, koz ha iaouank, a zoug ann armou d’ar bugel, oo’h he zaludi mab ha mab bihan d’ar re ho deuz ho c’haset kel lies d’ar gounid. Ar c’hleier a vrall, ar c’hanoliou a groz, peb iliz a gan ann Te Deum. Rouaned ar broiou all, dre ho c’hannaded, a ia da ober ho lez d’ar bugel nevez-ganet, ha