Ann ugent mil liour a oe roet da beorien Paris, d’ar 7 ha d’ar 16 a viz du, deisiou eureud ar C’hont a Chambord, ar pez a zigasaz sonj da bep unan euz eur gomz vad bet lavaret gand ann Duk a Verri : N’euz fest kaer ebed, ma n’ho deuz ket ar beorien al loden genta enn han. Daou zervez var lerc’h e tigouezaz eun eil lizer, ha gant-han daou-ugent mil liour all, evit lakaat sevel e maner Chambord, hag ebarz er C’hoajou choumet gand ar Prins, ijinou ha liez labour a bep seurt, evid ann dud ezommek a dro-var-dro. Eaz awalc’h eo gouzout a beleac’h e teuaz ar zoum arc’hant-ze d’ar C’hont a Chambord ; ar Brinsez a zemeze d’ezhan a zo pinvidik braz, ha ken douget da rei ha ma ’z eo ar Vourboned. Chetu ama ann eil lizer :
« Frohsdorff ann 30 a viz here, 1846.
« Aotrou markiz Pastoret, gouzout a rit penaoz eo dre aluzennou ha sikourou all roet d’ar bobl ezommek, e fell d’in merka dervesiou va dimizi, ha trugarekaat madelez Doue, pehini en deuz var a fin lamet divar va hent ann harzou ho deuz miret ouz-in da zemezi ken ne d-eo breman. Petra bennak ma eo ret d’in beva er meaz euz va bro, n’hellinn bikenn choum ien ha didruez keid ha ma vezo va mamm-bro e poan. O sonjal peger ker e teu ann ed, ha peger stard e vezo d’ar bobl tremen a goanv a zo o tont var-n-omp, em euz klasket em spered ha gallout a rajenn ober eun dra bennak da zikour soulaji ezommou hag a vezo braz. Kavet eo bet d’in penaoz a gwella implij a zo da ober euz ann