Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 172 —

kenver ar wenn ac’hanomp. Hogen kavout a ra d’in e tle peorien Pariz kavout brasoc’h gwir em madoberiou, rak ne ankounac’haan ket ounn bet ganet ebarz ar gear-ze, hag em euz tremenet enn-hi va bloavesiou kenta. Dre-ze en em hastann da rei d’e-hoc’h da c’houzout e lakaann enn ho kourc’hemen eur zoum a ugent mil liour da veza rannet etre-z-ho. Pa viot o lodenna ann arc’hant-se etre ann dud ezommek, na zellit ket pe hi a zo enn tu gan-en pe ne d-int ket ; na zellit nemet ouz ho ezommou. En em glevit evit kement-se gand eur re bennak euz va mignouned féal, boazet da zarempredi ann dud keiz, hag en em gavo euruz da hellout sikour ac’hanoc’h da ober al lodennadur-ze evel ma fell d’in e ve great. Eun dra hep ken a choum var va c’haloun, doaniet ounn dre na hellann ket rei muioc’h. Pa zonjann enn dienez vraz a zo e touez ann dud, hag a ia c’hoaz da greski gant ar goanv a zo o tont, e karfenn kavout tenzoriou da skuilla evit soulaji kement a enkresiou. Kredi mad a rann e lavaro hag e rai va mignouned evel-d-oun, hag e tiouerint ar muia ma hellint, evit ober ho aluzennou brasoc’h eget biskoaz. Goude holl, houn-nez eo ann daill wella da bellaat diouc’h hor bro muia-karet ar reusiou dare da goueza var-n-ezhi, ha da denna var-n-ezhi ann holl venosiou gwestl da ober he eurusted.

« Nevezi a rann d’e-hoc’h, aotrou markiz Pastored, ar gwestl euz ar stad a rann ac’hanoc’h hag eus va c’harantez. »

» Herri.  »