Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/178

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 171 —

Unan anezho a skrivaz evel-henn d’he genvroiz : — « Me garje e vije bet Bro-C’hall enn he fez ama, evit gwelout ann digemer a ra d’e-omp ar C’hont a Chambord, evit gwelout pegen laouen, pegen digor, peger kaer eo he dal pa en em gav e kreiz ar C’hallaoued. Ret eo hel lavarout, hag hel lavarout huel, ret eo e ve klevet kement-ma dre Vro-C’hall penn-da-benn : den na hell he welout hep he garout ; den na hell he glevout hep santout enn he galoun eun tamm fouge da veza Gall evel-t-han ; den na hell he guitaat hep skuilla daelou, nag hep klemm he blaneden galed ! » —

Da gresteiz, ann aotrou ar C’hont hag ann Itroun ar Gontez a Chambord gand ann Dukez a Angoulem hag ann Dukez a Verri, en em lekeaz enn hent evit dont da Frohsdorff. Ann Archiduked a zeuaz d’ho ambroug beteg ar c’hirri-tan, hag eno e kimiadjont out-ho en eur zouheti d’ann dud-nevez kant eur-vad hag hir-vuez. Da nav heur diouc’h ann noz e tigouezjont e Frohsdorff, e peleac’h e oe great d’ezho eun digemer kalounek gand ar gearadik tud-se, e touez pere n’euz mui paour ebed, abaoue ma eo deut ar Vourboned da choum enn-hi.

Chetu ama daou lizer skrivet gand ar C’hont a Chambord, eun devez bennak araok he zimizi.

« Frohsdorff ann 28 a viz here 1846.

« Aotrou Markiz Pastored, c’hoant am euz, pa ’z oun o vont da zimizi, ho defe ar beorien ho lod em levenez, rak gwelout a rann e kement-ma eur merk nevez euz a vadelez Doue em c’henver hag e