Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 174 —

arc’hant am euz c’hoaz da rei, eo sevel gant-han e maner Chambord, hag ebarz er c’hoajou a choum c’hoaz gan-e-omp, ijinou ha labouradegou a drugarez, e pere e vezo sur ar vicherourien hag ann dud paour a dro-var-dro da gavout labour epad ar goanv, ha da hellout enn doare-ze pourvei d’ho ezommou ha da ezommou tud ho ziez. Karg a roann d’e-hoc’h eta d’en em gemer abred awalc’h evit ma vezo great ar pez a c’houlennann. Dà e ve gan-en e teufe va mignouned da zevel kalz a diez-labour evel-se dre holl rouantelez Frans. Evid-oun-me da vihana, euruz en em gavinn da veza gellet divec’hia eun nebeudik Fransizien, pere, dre’n abek d’al leac’hiou e pere emaint o choum, ho deuz c’hoaz brasoc’h gwir er pez a vad a hellann da ober.

« Nevezi a rann d’e-hoc’h, aotrou markiz Pastoret, ar gwestl euz ann holl stad a rann ac’hanhoc’h, hag euz va c’harantez ar vrasa. »

» Herri. »

Antronoz ma oa digouezet ann dud roeal e Frohsdorff, ar c’henta tra a reaz ann Itroun ar Gontez a Chambord, a oe mont d’ann iliz da glevout ann offeren, ha da drugarekaat Doue evit he dimizi. O tont er meaz euz ann iliz, e pedaz ar C’hont a Chambord da gas euz he ferz he-unan, d’ann aotrou Pastoret dek mil liour evit ann dud a oa bet beuzet ho douarou hag ho ziez gant ster al Loer. Kas a reaz ivez mil skoed da Vreuriez ar Feiz, hag ar C’hont a lekeaz var-n-ho mil liour evit ti fournigellou ar beo-