Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/168

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 161 —

oa, e oa bet ret gwiska d’ezhan he zillad, hag he zougen eno, evit digemerout he Grouer gant mui a zoujanz. Ann dour a zeue e daoulagad ann holl, o welout eun arvest ker skoueriuz. Goude ar gommunion, e oe douget ar Prins enn he wele evit beza nouet, ha respount a reaz he-unan d’ar pedennou gand pouez ha deoliez. Ann Dud roeal, hag ar Fransizien a ioa gant-ho, a ieaz holl da ambroug ar zakramant beteg ann iliz kathedral, e peleac’h e oe roet ar vennoz solenn gant ann Arc’heskop.

Goude ar pedennou a drugarez, hag eur pennadik prederen a galoun, ann Duk a Angoulem a c’halvaz d’he gavout Herri hag ann demezell he c’hoar. « Va bugale, eme-z-han d’ezho, deut eo va heur ziveza, n’hellann mui ober vad ebed var ann douar. Lavaret am boa d’ho tad var he dremenvan, em bije dalc’het he leac’h enn ho kenver ; great am euz ar pez a oa em galloud evit derc’hel mad d’am ger. Gouzout a rit pegement e karann ac’hanhoc’h, ha pegement a c’hoant am boa e vizac’h bet bugale vad ha glan : Va goulenn am euz bet digant Doue. Euruzted ar vuez-ma, Doue he ro d’ann nep a gar ; d’e-hoc’h-hu en deuz roet sperejou eeun ha kalounou mad, hag ho tiouall a rai bepred. N’hoc’h euz ket ezomm mui euz va aliou ; great am euz ar pez am boa da ober, Doue brema ra em c’hemero enn he drugarez ! »

Ann Duk a Angoulem a varvaz da zul a dreinded, deiz kenta a viz even 1844. He gorf a oe kaset gand eul lid braz da gichen hini he dad, Charles X, e