Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/167

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 160 —

gollomp ket ann amzer, lennit d’in, evel aozedigez d’ar gommunion, prezegen ann Tad Bourdalou var ar zonj euz ar maro. »

Pa lenne ann aotrou Montbel ann displeg euz ar c’homzou ma : chetu me, dont a rann kentiz, va gopr a zo gan-en.. Ecce venio cito, merces mea mecum est, dor ann ti a zigoraz en eun taol, hag e oe lavaret : arru eo ann aotrou Doue. Ann Dukez a Angoulem a ieaz var arbenn ar zakramant hag a choumaz d’he c’hortoz daoulinet er meaz. Hep dale e oe gwelet ann Arc’heskop o tont. Ar vikel en devoa kemenet d’ezhan ar pez a c’houlenne ar Prins, hag ann Arc’heskop na vennaz ket e vije great ann traou evel m’her goulenne vuelded mab Sant Loeiz. Dont a rea he-unan e penn he gloer, da zigas d’ezhan ann Doue ken trugarezuz e kenver ar re a zo bihan ha dister dirak ho daoulagad ho-unan. Chalonied ann iliz kathedral, hag abaded a seminer a zeue da heul ar zakramant, peb a c’houlaouen enn ho dourn. Pa ’z eaz ann Arc’heskop enn ti, e kavaz ar Prins daoulinet var dreuzou dor he gampr. Daoust peger goan e