Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 162 —

douaren abati menec’h sant Franses ; hag ann Duk a Vourdel a ioa e penn ar c’hanv. Tud ar bed a zo bet disleal e kenver ann Duk a Angoulem. Nac’het ho deuz out han meur a galite gaer, hag en devoa koulskoude. Goude holl, kristen mad eo bet, ha lavarout a rafenn eo bet eur zant.

Goude ar maro euz ann Duk a Angoulem, Herri a Frans a gasaz ann diskleriadur-ma da holl rouaned ann Europa.

« O veza ma’z ounn deuet, dre varo ann Aotrou ar C’hont a Varn, da veza penn-kef ti ar Vourboned, e kredann ez eo eun dlead evid-oun sevel ma mouez enep ar chenchamant a zo bet great e Bro-C’hall e lezen ann digouez var ann tron, ha diskleria penaoz ne rinn bikenn dilez euz ar gwiriou a zalc’hann dre c’hoad, hervez lezennou koz ar C’hallaoued.

« Ar gwiriou-ze a zoug gant-ho dleadou euz ar re vrasa, ho ober a rinn, gant skoazel Doue. Hogen ne fell ket d’in goulenn dre nerz va gwir, nag he lakaat da dallout, ken na lavaro d’in va choustianz e vezinn galvet gant Doue da ober vad va Bro.

« Da c’hortoz ann deiz-ze ne gemerinn ebarz ann harlu e pehini eo ret d’in beva, nemet ann hano a Gont a Chambord. Ann hano-ze a gemeriz o kuitaat Bro-C’hall, ha c’hoant am euz ê ve dalc’het d’in em holl gefridiou gand rouaned ar broiou all. »

Ann holl rouaned a reaz d’ann diskleriadur-ze eur respount vad ha leun a galouniez ; rouanez Bro-Zaoz hep ken n’her greaz ket. Skriva a reaz dre zorn he c’henta ministr penaoz, al liammou striz a unvaniez a