Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/156

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 149 —

Loeiz XIV. Eun arvest kaer a ziskouezit d’ar bed. Bro-C’hall, pehini goude holl, a zo bepred Bro-C’hall sounn he fenn, a zell ouz-hoc’h, laouen ha souezet. Ho kwelet e deuz gant plijadur o tont ama dre ma anaie ho menosiou, pere eo ivez he re ; dre ma ouie e teuac’h da ober eun dra hag a hell talvezout kalz d’ezhi. Grit ho kefridi. Komzit d’ar Prins euz ann amzer dremenet, evit diskouez d’ezhan ar gwall-gerrek en devezo da drei divar-n-ho, komzit euz ann amzer da zont, ëvit diskouez d’ezhan ann hent en devezo da heulia. »

Ann aotrou Chateaubriand tenereet holl, n’en devoa ket gallet c’hoaz rei he respont, pa zigoraz dor ar zal enn he diou stalaf ; Herri a Frans a zeue. Mont a reaz eeun-hag-eeun da gavout Chateaubriand, hag eun dourn d’ezhan var skoaz ar skrivagnour koz, e troaz ouz ar Fransizien souezet, hag e lavaraz d’ezho : « Gouezet am euz e oac’h en em zastumet e ti ann aotrou Chateaubriand, hag eo falvezet d’in paea d’e-hoc’h ho pizit dira-z-han, ken euruz ounn d’en em gavout e touez Gallaoued ! Bro-C’hall a garann, dre ma eo Bro-C’hall va mamm-bro. Ha mar d-eo eat biskoaz zonjezonnou va c’haloun etrezek tron va zad-koz, ne d-eo bet nemet gand ann esperans da hellout ober vad d’am bro, enn eur heulia kenteliou ha menosiou ann aotrou Chateaubriand ; menosiou pere ho deuz kement a zifennourien kalounek er vro gaer e pehini ounn ganet kerkoulz ha c’houi, aotrounez. »

Eur griaden a levenez a darzaz var lerc’h ar c’homzou kaer-ze. Al laouenedigez a ioa bar ; Herri a Frans