Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 148 —

d’ar Fransizien a oa deuet da welout ar Prins, euz a bep korn a Vro-C’hall. Herri gand he vadelez hag he zevenedigez a vepred, a gaozeaz gant-ho enn he eaz, ha gand pep hini anezho hep dibab evit nikun, nemet ato evit ann aotrou Chateaubriand, da gavout pehini e teue alies alies, ha da behini e c'hourc'hemennaz choum azezet, enn eur lavarout d’ezhan ker kaer : Sonjit, aotrou Chateaubriand, e fell d’in en em harpa var n-hoc’h.

Evel ma hon euz hel lavaret, pa gomzemp euz a zeskadurez ann Duk a Vourdel, he spered hag he galoun a ioa evel moulet var spered ha var galoun ann aotrounez Frayssinous ha Chateaubriand, ho menosiou var ar fesoun da c’houarn ann dud a oa deuet da veza he venosiou. Aoun na vije gouiet kement-se eo en devoa gouarnamant Loeiz Felep, pa gemere kement a boan o klask mirout na ’z aje Chateaubriand nag ann Duk da Loundrez. Hogen ann hevelidigez-ze a venosiou etre ar Prins iaouank hag ar skrivagnour koz a oe diskleriet d’ar bed splannoc’h eged ann deiz d’ann 29 a viz du.

Ar Fransizien a oa bet ann devez araok o saludi ann Duk a Vourdel, a zeuaz da ober ho gwel a enor d’ann aotrou Chateaubriand. Enn ho fenn edo ann Duk a Fitz-Jams, pehini, enn hano ann holl, a gomzaz evel-henn : — « Goude beza saluded Herri a Frans, e choume d’e-omp eun dleat da ober, ann hini da zont da zaludi Roue ar sperejou braz. Roet hoc’h euz kuzul d’ar Rouaned pa oant var ann tron, ha n’oc’h ket bet selaouet ; eurusoc’h, e teuit hirio da starda enn he venosiou, ha da zifenn mab bihan