en devoa great he ziskleriadur, hag he gomzou a oa klevet gant Bro-Zaoz, gant Bro-C’hall, gant ann holl Europa. Petra ho devoa mui he enebourien da lavarout. Ann diskleriadur-ze a gemeraz c’hoaz eun nerz nevez diouc’h ann daou lizer a zo ama var lerc’h, hag a zo evel ar skrid-diel euz ar pez a oa deuet ann Duk a Vourdel da ober da Vro-Zaoz.
E Loundrez, ar 4 a viz kerzu, 1843.
« Aotrou Chateaubriand, var vare da gaout ar c’hlac’har d’en em zispartia diouz-hoc’h, e fell d’in komz d’e-hoc’h c’hoaz eur weach euz va holl anaoudegez vad evit ar vadelez hoc’h euz bet da zont d’am gwelout e diaveaz bro, ha lavarout d’e-hoc’h ann holl blijadur am euz bet oc’h ho kwelout hag o kaozeal gan-e-hoc’h var ar pez a zell ouz ann amzer da zont. O veza ma oa va zonjou ha va menosiou var ar fesoun da ren, henvel e pep tra ouz ho re, em euz gwelet gant plijadur penaoz al linen am euz heuliet bete vrema em divroidighez, hag ann doare am euz kemeret dirak va Bro ha dirak ar bed, en em gav henvel tre ouz ann aliou a oann deuet da c’houlenn digant ho kosni ha digant ho kouiziegez. Kerzet a rinn eta gant muioc’h c’hoaz a fisians ha startoc’h var va zreid, dre ann hent am boa dija linennet arao-z-oun.
« Eurusoc’h eged-oun, c’houi a ia da welout adarre hor mamm-bro muia-karet. Livirit da Vro-C’hall ann holl garantez a zo em c’haloun evit-hi. Joa eo gan-en e klefe kement-se euz a c’henou eun den ken karet ha ken anavezet gant-hi, ha pehini