Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 147 —

miret gant Doue evit ober gant-han eunn dra bennak ha na hell den da lavarout. Gouarnamant Bro-Zaoz hep ken, ann enebour koz-ze da Vro-C’hall, ne ra enor ebed d’ezhan. Gwelloc’h eo d’ezhan dougenn ann dorn da vinistred hon tud nevez, eget anaout mab bihan ar Vourboned. Ha neket eun dra didalvez evit hema beza bet digemeret enn doare-ze gant ar rumm dud a reaz ato lid d’ar re a werze d’ezho Bro-C’hall, hag a zevaz Jeann d’Ark pehini he diframme digant-ho. Noblanz Bro-Zaoz nag ar bobl munud na heuiljont ket mouzerez tud ho gouarnamant. Herri, evel kenta denchentil euz ann Europa a oe digemeret gand enor ha gand joa enn huella maneriou, hag ar bobl a zalc’he stad anezhan, o sonjal enn he renk, enn he iaouankiz, enn he walleur.


————


Ann aotrou Chateaubriand a zigouezaz e Loundrez d’ann 23 a viz du, hag en em gemeraz euz ar zal vraz miret evit-han dre urz ann Duk a Vourdel, e palez Belgrav-Skarr. Eno e kavaz eul lizer leun a zevenidigez, skrivet d’ezhan gand ar Prins. Ann Duk a Vourdel a zigouezaz, d’ar 27, da eiz heur diouz ann noz. Enn eur ziskenn euz he garr, hag abarz pignat enn he gamprou, e fellaz d’ezhan gwelet ann aotrou Chateaubriand. Kentis ha ma oe eat ebarz ar gampr, Herri en em daolaz etre divrec’h ar skrivagnour braz ; hag hema oc’h he starda var boull he galoun, a oe ker rouestlet, ken a oe ret d’ar Prins he zerc’hel enn he zao. Antronoz da gresteiz e oe great ann digemer kenta