Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/153

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 146 —

e kollje fisians ha karantez ar bobl enn eur vont di ; lod all a lavare e vije digemeret fall e Bro-Zaoz, hag e vije choumet ann digemer-ze evel eun tach var he gozni. Hiniennou, enn eur ober van da veza douget braz evit-han, a zeue dre guz da ziskuilla d’ezhan e sonje ar c’houarnamant ober he broses, pa vije distroet euz he veach. Hogen Chateaubriand a choume digeflusk enep ann aliou hag ar c’homzou ganaz-se. Ha d’ar re a zalc’he ar muia d’he dregasi e lavare : « Pa en deuz bet eunn den eul lizer evel ann hini a zo bet skrivet d’in, eo ret d’ezhan mont beo ; ha maro, lakaat he gas choaz enn he archet. » Mont a reaz eta.

Neuze Bro-C’hall ha Bro-Zaoz, hag ann Europa enn he fez a zave ho daoulagad hag ho fennou da welout eun arvest kaer ; Herri Bourbon, ha Chateaubriand o verdei etrezek Loundrez evit en em welout hag en em glevout.

Herri, evel evit rei d’he vignoun koz amzer da ober he hent var he bouez, a ia da zouara e Bro-Skos. Tud Mari Stuard ho devoa diskouezet kemend a garantez evit-han pa oa krouadur enn ho zouez ! Brema, den iaouank gren ha flamm, e teu d’ho zaludi ha d’ho zrugarekaat. Treuzi a ra ho bro, o kas var he lerc’h eun ingroez a vobl, laouen hag euruz oc’h he welout. Mont a ra he-unan da welout ar pez ho deuz a enorusa. Ho labouradegou brudet, ho ijinou kaer, ho merouriou-skol, ho zudchentil vrasa. E pep leac’h e touger d’ezhan enor ha karantez, rak e pep leac’h e weler enn-han heritour eur wenn vraz, eun den iaouank gwalleuruz hep her beza meritet, eur Prins