Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/148

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 141 —

Impalaer a Aotrich. Ann aotrou Wattman pa oe deuet, a gavaz mad ar pez en devon great ann aotrou Bougon, hogen gand aoun na vije choumet berroc’h ar c’har dorret eget eben, e rejont eun ijin-tra evit he derc’hel var stegn, ken na vije deuet ann askorn da vad. Ret a oe eta d’ar prins choum gourvezet var he wele n’ouzonn ket pet miz. Nag euruz e oe hen neuze da gavout eur c’hoar ker vertuzuz ha ker mad enn he genver. Ann demezell Loeiza a dremene ann darn vuia euz he amzer e kichen gwele Herri. Ha pa na gaozeent pe na lennent ket, ar breur o sellout ouz he c’hoar o labourat, a gave var he zal ker pur ha kel laouen, kourach eneb ar boan ha sioulded eneb ann hirnez.

Kalz a Fransizien roealist a ziredaz da Girchberg da ouzout doare euz ar Prins, ha d’he welout ho-unan, evit gellout enn ho distro, disc’hlac’hari ho c’henvroiz, ha dislavarout ar gwall vrud hadet var stad ar prins gant he enebourien malisiuz. Rak ar c’helou trist euz ar goall daol-ze, oc’h arruout e Frans a daolaz e kalounou ann dud sonjou ha menosiou dishenvel meurbed. Ar roealisted a oe mantret ha sebezet holl. Al lamm spountuz-se, lekeat gwasoc’h c’hoaz eget na oa gant liziri digouezet euz ann Allamagn, a vrallaz kalz a sperejou, hag a vihanaaz e meur a hini ann esperanz-se ho devoa enn divije Doue great eun dra bennak a vraz gand eur prins a behini ar c’henivelez a oa bet evel eur burzud. Ar gristenien ar re wella, a c’houlenne en despet d’ezho e gweled ho c’haloun, mar n’en devoa Doue diskouezet ha miret dezho bete neuze eur prins ker meulet, nemet evit goapaat furnez ann dud, hag ho zroumpla goude enn