Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 142 —

ho espéranz, evel ma ra awechou evit hon distaga euz a draou ar bed-man ?

Mignouned tomma ar c’houarnamant nevez a ziskouezaz joaiou digar, hag a c’houlenne ho esperans digant ar maro. Paperiou ho c’heleier a embannaz meur a weach ne zavje ket ann Duk a Vourdel eveuz he lamm ; pe ma c’houmje ar vuez gant-han ne halje biken en em stleja nemet gant branellou pe gant bisier-loaiek. Ho levenez iskiz hag ho c’homzou amzere a ieaz ker pell, ma teuaz ar C’honstitusionnel, gazetten a viskoaz enebourez d’ar Vourboned, da rebech da gazettennou ar c’houarnamant « da veza var gement-se great gaou ouz ar vrud kaer ho devoa ar Fransizien, da veza tud frank a galoun, ha da veza dizenoret ar vro dre ho joaiou mezuz. »

Arabad eo beza laouen,
Na komz huel war walleur den.

Eur bloaz var lerc’h, d’ann drizek a viz gouere 1842, ann Duk a Orleann, mab henan Loeiz-Felep, hag heritour he gurunen, a gouezaz divar he garr var hent ann dispac’h, a faoutaz he benn, hag a varvaz abarz nemeur eno, enn eur c’hoz tiik marc’hadourez.

Pa zeuaz eur c’hannad euz a Vienn da zigaz da Girchberg ar c’helou trist euz a varo ann Duk a Orleann, chetu e pe giz ez eaz ar bed gand ar Vourboned.

Ann Duk a Angoulem a oe nec’het braz o klevout e oe maro ar Prins hep he zakramanchou. Kristen mad he-unan, e tamante kalz eun den iouank hag a oe e kreiz he vrud, galvet enn eun taol dirak Doue, hep