Hogen pa oa eat ann Dukez er meaz, ar prins a lavaraz d’he vevel a gampr : « Dalc’hit ann nor serret, c’hoant am euz da veza va-unan eur poulzad, kalz poan am euz. » Eun dra gaer ha daelouuz a oa gwelout enn dro d’ar gwele-ze a boan, merc’h Loeiz XVI, Mari Karolin ar Vandea, ha merc’h ann Duk a Verri. Ar voereb ho pije kemeret evit ar Vamm dener ha melkoniet ; ar vamm ho pije kemeret evit skeuden ann nerz hag ann esperanz gristen, hag ar c’hoar evel eun Eal a frealzidigez. Teir c’harantez enn dro d’ann hini klanv, dishenvel ann eil ouz eben, ha ker kre ann eil hag eben. Ho fedennou dous hag herruz a zave kevret etrezeg ann env, hag a zigase d’ar c’hlanvour pasianted ha iec’hed.
Ar iec’hed a zeuaz, mes pell amzer a oe ret he gortoz. Eur vorzad torret el leac’hiou-ze a zo diez braz da eeuna. Koulskoude a vedesined ho devoa kemeret var-n-ezho d’he digas da vad enn hevelep fesoun na vije choumet merk ebed euz ann torr, na pa gerzje ar prins na pa joumje enn he zao.
Pa oe digouezet ann Duk e Kirchberg ha lekeat var he wele, ann aotrou Bougon a welaz e oa deuet he c’har dorret tri meudad berroc’h eget eben. Ar c’houenv hag ann nervennou krizet gand ann drouk ho devoa great kement-se. Ann aotrou Bougon en em hastaz eta da lemel ar c’houenv hag ann danijen dre fors gwaderezed, ha dre balastrou bleud lin dalc’het epad ann noz var al leachiou brounduet. Pa oe digouenvet ar c’har, e vanke d’ezhi c’hoaz eur meudad evit beza keit hag eben. Da zikour ann aotrou Bougon e oe galvet ann aotrou Wattman, medesin kenta ann