hag eun niz d’ezhan a bedaz zo ken ann Duk da zont da choum d’he bales. Enn nosvesiou hag er bankejou-ze, roet enn enor d’ann Duk a Vourdel, en em gave ato ar pez a oa a uhella e Rom, ken euz a gear ken euz ar broiou a ziaveaz, hag ar re-ma a gase gant-ho d’ho bro ann testeniou ar re gaera divar he goust. Evel-se hirio enn deiz, daoust da be rouantelez euz ann Europa ez afac’h, ne glefot nemet eur vouez var ann Duk a Vourdel : « Bourbon eo, ha gwestl eo da zougenn he hano. »
Mar talie kalz d’ann Duk a Vourdel en em ziskouez d’ar gear a Rom, ha plijout d’ar beachourien gwiziek a ioa eno euz a bep bro, anaoudeghez en devoa da ober gant tud all, ha d’ar re-ma dreist pep tra e felle d’ezhan plijout. Kentiz ha ma oe digouezet e Rom, en devoa roet da c’houzout e Frans en divije gwelet gant plijadur he vignouned a Vro-C’hall o tont d’he gavout ar muia ar gwella. He c’halvaden a oe klevet, hag hep dale e tigouezaz stank-ha-stank e Rom, ar Fransizien ar re huella. Ar c’houarnamant evel ato a glaskaz bihanaat herder ar beachourien birvidik-se, dre gant tregas a berz tud ar reiz-vro ; hogen ne c’hounezaz netra. Keariou a bez, evel Marseilla, a gasaz kannadureziou d’ar Prins. Marseilla a zavaz he hini gant tud euz a bep stad : Tud a skiant, tud a vrezel, tud a varc’had, tud a vicher. Ar gannadurez-ma eo a reaz ar muia a blijadur d’ar Prins. Hi digemerout a reaz gant eun dereadeghez ar vrasa. Ha ma tiskouezaz ober mui a stad ouz eur re bennak, e oa euz ar varc’hadourien hag euz ann dud a vicher.