rei da gredi enn he enep. Dre c’hras Doue, mont a reaz gant han pep tra evit ar gwella. Ar wenn huel a behini e tiskenne, gwalleuriou he dud hag he walleuriou he-unan a rea c’hoant d’ann holl d’he welout, d’he glevout, d’he studia. Ann holl a glaske lenn var he dal ar pez en devoa sonj Doue da ober gant-han. Evel-se kentiz ha ma tigoraz ar Prins e zaliou da zigemeret ann dud, kement a ioa a vras er gear a Rom, ken romaned ken diavezidi, a vodennaz enn he balez, epad ma choume ti ar c’hannad goullo ha didrouz. Doareou ann Duk, ken a gorf ken a spered a blije d’ann oll ; kement hini her gwele her c’hare. Hag ar re ho devoe ann eur da gaozeal gant-han pa vije he-uuan, na ehanent da veuli ar furnez euz he responchou, he wisiegez var bep tra, hag he venosiou frank e feat gouarnamant. Roue dre c’hoad, gwiriou dre gannad ; pep den hevelep dirak ar roue, evel dirak Doue ; Frankiz evit pep mad ; chetu ar zonjou a bere eo leun he galoun hag he spered.
Ne oa ket diez he gavout nag he welout, pa eo gwir e valee bemdez dre Rom, ha var droad hag e kar, mont a ree da welout ann holl izignou hag ann holl labouradegou brudet, hep goulenn morse pe seurt sperejou tud a vije enn ho fenn. Eun dervez ma ’z ea da welout labouradek eul liver brudet, e oe lavaret d’ezhan ; Eur republican euz ar re genta a gafot aze. « Petra ’ra ann dra-ze, eme ar prins, Gall eo, ijin en deuz, en em glevout a raimp. »
Ann huella tiegesiou euz a Rom a oa kendamouez etre-z-ho, da ober lid ha digemer d’ann Duk a Vourdel. Kerent Bonapart na oent ket ar re ziveza,