Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 127 —


Euz he gostez, ann Duk a Vourdel a oa reustlet holl, o welout kement a garantez enn he genver euz a berz Vikel Jezuz-krist var ann douar. Biskoaz ne oe ken abafet na ken berr enn he gomziou. — Epad ma edo ar prins e Rom, hon Tad Santel evit lavarout mad na denne mui divar-n-ezhan nag he galoun nag he lagad. He holl dud e karg ho devoa urz da ober d’ar prins enor ha digemer mad e pep fesoun hag he pep leac’h. Da c’houel ann oll zent ha da c’houel ann anaoun, Herri a glevaz ann offisou e iliz vraz Sant Per enn eul litrin a enor miret hep ken d’ar pennou kurunet. Eun offisour hanvet gant ar Pab evit-se, a oa karget da vont da glask ar Prins d’he bales, ha d’he ambrouga d’ar ger. — Ha pa bignaz ar Prins var volz-vraz iliz Sant Per, huella pez labour a zo e Rom, he hano a oe skrivet eno var eun daolen marbr, ar pez na vez great nemet e kenver ar brinsed a c’hoad roeal. Da c’houel Sant-Charles, Herri a glevaz c’hoaz ann offeren enn eul litrin a enor da behini e oe kaset, evel bepred, dre urz ar Pab. Ha dre unan euz ann taoliou chanz-ze pere a sko sperejou ann holl, var al litrin-ze e oa skrivet ar c’homzou-ma euz ar Skritur Sakr ! In tempore iracundiæ factus est reconciliatio. Ar pez a zo :

E amzer ar vuaneghez,
Hen zo bet ann unvaniez.

Ne oa ket awalc’h d’ann Duk a Vourdel arruout e Rom, ret e oa d’ezhan kas da benn ar pez e oa deuet d’a ober di ; en em ziskouez d’ar bed, ha dismantr ar vrud a zistervez a glaske enebourien he di