Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 126 —

zigemer mad evit ann oll brinsed harluet euz ho bro. Ar gear e deuz bet roet minic’hi d’ann Duk a Orleann he unan, pa oa gwall gas var he lerc’h, na zarro ket he doriou ouz mab bihan Charles X. » Evit diskouez splannoc’h ar boan a reaz d’ezhan eur goulenn ken disleal, ha great gant fesouniou ken diorbit, ann Tad Santel a ziskleriaz anezhan he-unan, hep beza bet na pedet nak aliet gant den, e vije digemeret ann Duk a Vourdel gant ann enoriou dleet d’he renk. Er c’hiz-se kabined ar pales roeal n’en devoa netra euz ar pez a c’houlenne, hag ann Duk a Vourdel en devoe ar pez ne c’houlenne ket.

D’ann dri var-n-ugent a viz du, e oe digemeret ann Duk a Vourdel, evit ar weach genta, gand hon Tad Santel ar Pab. Gouelet ho pije, mar vijac’h bet eno var al leac’h ; Gregor XVI na hellaz ket derc’hel var he deneredigez ; karout a reaz ar prins iaouank kerkent ha ma her gwelaz, hag he zourn benniget en em astennaz enn eur grena var he benn, da rei d’ezhan he vennoz ar binvidika. Kaera tra da welout gant daoulagad ar feiz ! Eun den iouank a naountek vloaz, mab bihan da gel-lies a Roue, daoulinet dirak eur manac’h koz ha dister, ha dianaf d’ar bed araok ma pignaz var gador Sant Per. Al lean deol-ze, pehini epad he vuez hir, en devoa great ken alies he brederen a galoun var ar c’homzou-ma euz a skritur sakr : Avel avelou, hag avel eo pep tra ! A wele dirag he zaoulagad eur gentel veo var ar wirionez-se, mab bihan Loeiz XIV, heritour rouaned Bro-C’hall, hep tan na mann, deuet da c’houlenn lojeiz evit eun dervez bennak, dindan porchedou Rom hanter-zismantret.